Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/688

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 687 —

devoa evintan he gure, Joseph Houssu, chomet gantan beteg ar maro, he ran galon oe ker braz ma kollaz, gant ar glac’har hag an anken, ar memor euz a bep tra.

Eur veich, em euz klevet, e teuaz soudardet da glask eur bœlek hanvet Richard e ty Thomas, e parrez Loguivy-Ploubannalek ; Thomas a c’halvaz ar mevel da gundui ar soudardet a roe tu-ma, tu-hont, taoliou fuzil pe taoliou sabren er gueliou hag er bern foen. Ne oa kavet den ; neuze ar mevel, evit ho c’honsoli euz ho foan kollet, ho digassaz da eva peb a vanne. Ar reman a guitaaz ar mevel laouen braz euz he vadelez, hag heman d’ar ger en eur redek, euruz da veza dilivret anezo, rag ar mevel-ze oa an aotrou Richard, ne oa ket bet anavezet gant ar soudardet,

Ar veleyen exilet er broiou diavez na zizonjent ket ho farreziou, skriva a reent dezo, hag aveichou e teuent enn dro e Breiz, en despet d’ar riskl oa evito. Klevet em euz aliez len eul lizer skrivet gant an aotrou Kalvez, kure Iviaz, e