an aotrou Richard (maro vikel-vraz e Sant-Briek), an aotrou Auffret (maro person Plegien), an aotrou Toullic (maro person Plouezal) a zeue aman aliez. Mil bennoz dezo ! » Ia, mil bennoz d’ar veleyen katolik ! Pegement a zoujans, a garantez, a admiration o doa ann dud fidel evit ar veleyen-ze, guir vinistred da Jesus-Christ. Ar veleyen euz an amzer presant a zo er memez santimanchou evelto. Pegement e tleomp enori hor beleyen hag ho c’haret. A vihanik em euz hen great ; bet oun bet etouez an aotrounet beleyen abaoue va iaouankiz ; hag ho darempret en deuz imprimet doun em c’haloun eun doujans, eur respet ar vrassa evit ministred Jesus-Christ. Dezo, goude Doue, va zad ha va mam, e tlean an oll vad em euz great e va buhez. Va oll c’hoant, va oll desir oa antreal va unan er velegiach ; n’em euz ket bet ar bonheur-ze, n’em bo ket. An Aotrou Doue en deuz va eprouet euz ar fœçon trist-man ; esperans em euz e servicho d’in evit gounit ar baradoz.
Evel-ze bezet gret.