Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/696

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 695 —

millou Kersaozon, Sant-Luk, Rodellek du Portzik, Tredern, Gouzillon ha kals a re all ; lakeet oant er prizoun gant al laeron hag an dud fall. Bugale vihan an noblansou-ze oe lammet diganto evit o lakaat en hospital Brest. Euz krisder ar republikanet, va mignonet ker, n’em euz lavaret nemet ar virionez. Tadou ha mamou, ma livirit e karit ar revolution, n’anavezit ket he oberou fall. Ar reman en em denne ho unan a goste, gant aoun da drubuilla an dud vad-ze dre ho fresans. An dud persekutet-man oa karet gant an oll dud a dostea outo. Citoianed Keraez o doa kemeret ar resolution d’ho laza oll en eun nozvez ; mœs ar soudardet, karget da zivoal ar brizounerien, o doa kement a admiration evit ho c’houraich hag ho vertuziou, ma na fellaz ket dezo ho lezel en danjer.

Ar soudardet-man eta a ieaz da gaout tud Keraez hag a lavaraz dezo : N’omp ket soudardet avoalc’h evit difen ar bri-