Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/698

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 697 —

zounerien ; mœz, klevit mad, mar zit er prizoun d’ho laza, ni zeuio ni en ho tyez da laza ho priejou hag ho pugale. Dao mad oe da dud Keraez choum didrouz.

Viktoar Sant-Luk, leanez, a zestume en dro dezi ar merc’het iaouank prizouniet eno, hag e ree ganto he exercisou spirituel. Karantezuz braz oa evit an oll. An dudchentil-ze a veve etrezo evel ma oa bet ho c’hustum pa oant amezeien, o choum en ho maneriou.

Eun tammik koulskoude e kavent diœz kaout en ho zouez tud iaouank na garent ket a vraz ar feiz nag ar roue. Diskuezet oe dezo da genta eun neubeut a zisfizians, ha pa n’em gave unan euz an dud iaouank-ze ganto, a chome an dudchentil mud ha ne oa mui kaoz ebet ganto. Al leanez a reaz dezo kompren e renkent, hep dizonjeal ar brudanç, diskuez karantez d’ar breudeur faziet ; diskuez a reaz he unan ar skuer vad d’ar re all, hag he c’hundu