Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/70

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

an oll histor euz Merlin an divinour. Hen a leverer, a ouie an oll draou kuzet, ha skrivet en deuz ar pez a erruaz, hag aveichou ar pez oa da erruout. Be zo muioc’h c’hoaz ; rag klevet em euz lavarout Marzin, pe Merlin, zo atao beo, ema — kridit mar kirit — en eur bez e koat Brocilian, ha ne ouzer ket an amzer ma vo digoret dezan he vez. Ia, kousket eo Marzin ; na glever mui he vouez o tiskleria ho riskl d’he genvroiz ker. Koulskoude ar Vreiziz he c’hortoz c’hoaz, hag o deuz kredet e oa dihunet pa o deuz klevet, eun neubeut bloaveziou zo, moueziou douç o kana meuleudiou ar vro [1]. Arthur ive zo kousket, petra bennag ma eo bet skoet gant he niz Mordred an traitour. Ne oa guelet mui er bed ; ar Vretoned a c’hed anezan ive, ha peb kaloun a lavar : « Pedavare a zeui da zihun Arthur-ar-Braz, ha da gemerout he gleze mad Eskalibar ? — Galv da Vretoned, hag e teuint en dro did ! »

Setu aze, va zud vad, istor kaer Arthur ha Rivoal. Deuomp breman da veuli an Aotrou Doue araok mont da gousket.

  1. Gant an Aotrounet La Villemarqué, Henry, Alexandre, Brizeux, Kerbiriou ha Violeau euz a Vrest, etc.