Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/704

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 703 —

loun ar Rouanez, hi a garie ar beaurien, ar re o doa da c’houzanv er bed-man. Louis XVI, barnet evel Roue, oa bet kasset d’ar chaffault en eur c’har-aotrounet ; an intanvez barnet evel ar citoianezet-all oa kasset d’ar maro en eur c’har-labour, azezet var ar c’hoat kalet. Mari-Antoinetta oe guisket e guen evel merzerien amzeriou kenta an iliz ; he daouarn ereet a dreon he c’hein. Seder, kalounek hag a zelle sioul ha gant truez euz ar moustr braz a dud a oa en dro d’ezhi. Ar prenestou, an doriou oa sarret kloz. Eur vam kouskoude a zavaz he bugelik a bouez he divreac’h, hag ar c’hrouadurik o veza saludet ar Rouanez, a vouichaz d’he zornik hag he astennaz tram ar Brinsez. Mari-Antoinetta oe tenereet he c’haloun gant allazik ar c’hrouadurik hag an daelou a veuzaz he daoulagat. Ty-ker Paris en doa dastumet merc’het mezvez ha divezdet, bonedou-ruz var ho fen, guisket gant truillou