re o doa tri-ugent bloaz, a respountaz koulskoude hervez ar virionez : N’em euz ket c’hoaz tri-ugent bloaz, tri miz a vank din. Pa oe pignet var ar chaffault a lavaraz d’ar bobl : Tri dervez kaer em euz bet em buhez : hini va c’hommunion genta, an devez ma zoun bet beleget, hag heman eo ar c’haera pa hellan skuilla va goad evit va Doue. Dibennet oe e Kemper, merzer euz ar feiz hag euz ar virionez.
Er miz ebreul ive euz ar bloaz 1794, oa guillotinet e Lannuon an aotrounet Lajat hag Ar Gall, oajet unan euz eur bloaz ha tregont, hag egile euz pemp bloaz ha tregont. Ar veleyen-man oa degiset, hag en eur ober van da brena stoup, a ieent euz a ger da ger, euz a dy da dy, hag e kavent evel-se ar voyen da rei ho sakramanchou d’an dud fidel. Diskuliet oant abalamour d’eun eured o doa gret ; kavet oant e ty an introun Taupin e Landreger. Kondaonet d’ar