Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/720

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 719 —

hanvet Ar Roue, oa kondaonet d’ar maro evit beza kuzet beleyen en he dy. He vab, Per Ar Roue, a c’houlennaz beza dibennet e plaç he dad ; guillotinet oe an den iaouank-ma var ar blacen Plouaret. An oll a vouele var ar maro truezuz-ze. An den-man oa demezet, hag en doa eun tyad bugale vihan. Evel-se ive Mathurin Bouthier, bælek euz a eskopti Naonet, o veza klevet e oa lakeet he vreur er prizoun abalamour dezan, a zeuaz dioc’h-tu euz al lec’h ma oa kuzet, d’en em offri d’ar maro e plaç he vreur.

E miz gouere 1791, person Guiskriff, o veza bet an eur-vad da dec’hout euz a Giberon, oa deuet en dro d’he barrez. Eun devez ma lavare an offeren evit an dud lazet e Kiberon, ha ma oa kals euz he barrossianiz en dro dezan, d’ar mare ma c’horree ar c’halir, a gouezaz d’an douar lazet gant tennou fuzil ar republikanet. Daou zen hag eur vaouez oe lazet assamblez gantan.