Lod ac’hanoc’h, marteze, eme neuze Iann ar c’honter d’an dud euz a Geranna, a gavo e choman re bell da barlant euz amzer ar revolution ; ha lod all, marteze, a gavo nem euz ket lavaret avoalc’h, abalamour n’em bo ket kountet ar pez zo digouezet en ho farreziou. Evit ar reman, me lavaro dezo : Penaoz kounta ar pez na ouezan ket, ar pez n’em euz ket klevet, na guelet. D’ar re genta a respountin : Pardounit d’an dall koz da veza n’em arretet kement a amzer da gounta ar pez en deuz guelet en amzer guella euz he vuhez, hini he iaouankis,
Ar re goz, hag ar merc’hed, hag ar botret vihan,
Ar re pere n’int ket goest da vonet d’en emgann,
A lavaro en ho ziez, a barz mont da gousket,
Eur Bater hag eun Ave evit ar chouantet !
(Barzaz-Breiz.)
Paotret ar Vendee a glaskaz kemer porz Granville e Normandi ; ezom o doa euz ar porz-ze evit kaout eur plaç da receo an traou digasset dezo euz a Vro-
41