Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/726

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 725 —

Baris : En noz-man zo bet lazet eiz hag hanter kant bælek, beuzet int bet er steir al Loar ! Karrier a gave a ie ar guillotin re zoustad. Lakaat a ree kemer ar brizounerien dre vandennadou, ho staga daou ha daou, hag ho zeurel evel-se er steir. An dra-ze a hanver eureujou republikan, abalamour staget e vije aliez assamblez goazet ha merc’het evit ho beuzi. Eur veich, Karrier a lavaraz d’an Naonediz : Me ha va mignounet euz a Baris, ni a raio eur vered vraz euz ar Franç !

Etouez ar verzerien lakeet d’ar maro gant Karrier, oe pedir blac’h iaouank anvet La Meyterie. Ar gossa anezo en doa eiz vloaz varnugent, ar iaouanka seiteg vloaz. Pa velaz ar bourreo oa ret dezan dibenna merc’het iaouank ker koant, leun a vodesti hag a furnez, krena a reaz euz he oll izili ; ha goude beza diskuezet d’ar bobl ho fennou leun a voad, en em dennaz en he dy hag a varvaz daou zevez goude, gant ar remorz euz he goustianç.

Karrier oa krissoc’h evit ar bourreo, ne glanvaz ket evit ken neubeut a dra. Daou zervez goude e pignaz gant he vignouned Lambertye, Goullin ha Grand’-