Maison, var eur batimant karget a brizounerien evit ho c’hass d’ar veuzeudigez. Dibri a reaz eur pred dijuz e kompagnunez merc’het fall, epad ma oa taolet an dud keaz-ze ebarz ar steir. Ar re a zeue var c’horre an dour oa lazet a daoliou baz. Aliez Karrier a c’houlenne dizenor eur verc’h evit priz euz buhez he zad ; ha ma e doa ar verc’h-ze ar malheur hag ar vez da senti outan, e oant eun neubeut goude beuzet ho daou.
Troc’hi ho fen d’ar Francisien vad : ne oa ket avoalc’h evit ar republikaned kriz, ret oa kreski ho ran-galon. Tud ar re lazet a renke azeza dioc’h taol tu ha tu gant ar vourrevien. Ar falla merc’het a azeze e kichen ar merc’het honest.
Republikanet divragou, hano kaër kemeret ganto, a ie dre ar ruiou o tansal la Farandole pe la Carmagnole ; o lakaat dre nerz an dud honest d’ho heulia.
Ouspen ar veuzeudigez hag ar guillotin, ar soudardet a laze bemdez kals a dud a dennou fusil ; aveichou kant den, aveichou all kant hag hanter-kant den en eun devez. Ar goad a ruille var blacen ar Bouffay beteg ar staliou, ar chass a zebre korfou ar re lazet, taolet er vengleuziou e meaz euz a ger. Eur medicin,