Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/730

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 729 —

o veza deuet en unan euz prizoniou Naonet, a lavar e kavaz eno, tu-ma tu-hont, korfou maro etouez tud beo, kals bugaligou var poent da dremen, re all beuzet e barrazou leun a fank. Ar groagez dalc’het eno a grene pa dostee an aotrou-man diouto, o sonjeal oa ar bourreo deuet d’ho c’hlask evit ho dibenna. Ar medicin-ze a lavar c’hoaz en deuz guelet er prizoniou-ze pemp bugel o vervel an eil goude egile dindan pemp minut ho femp. Roet oa urz da zivreina al lec’h-ze, hag evel devezour ebet na oa kontant d’ober al labour-ze, e oa lakeet da spura ar prizoun daou ugent paotr euz ar Vendee en eur rei dezo an assuranç euz ho liberte. Allaz ! kalz anezo a varvaz araok aichui ho labour gant an ær fall euz al leac’h-ze, hag ar re a joumaz beo oa beuzet en despet d’ar bromessa roet dezo.

E Roazon, tud iaouank ha bugale memez a laze ar verzerien a dennou fuzil. E Brest oa lakeet er prizoun an oll offisourien euz an noblanç chomet var al listri brezel. C’huec’h den varnugent oe dibennet er memez devez e Brest.

Lazet oe eno kals tud euz an noblanç, hag etrezo introunezet avancet

41*