en oad, ha dimerellet iaouank flamm. Emili Forsanz, plac’h iaouank euz ar re goanta, euz eur famill a zo bet atao anavezet dre he vertusiou kristen hag he noblanç, e oe dibennet er ger-ze, hag ar c’hrisder euz he bourrevien en he andret a reaz kement a boan da eun den iaouank hanvet Ianon Ar Gris-Duval (breur ar bælek en doa goulennet koessai Loïz c’huezek en heur he varo), ma c’hlebiaz he vouchouer godel en he goad, hag a reaz sermant d’he venji : raktal a bartiaz evit mont da gombati etouez ar chouantet. Pa oe dibennet ann aotrou Malmanch, er memez ker a Vrest, oe lakeet he ziou verc’hik dindan ar chaffault evit ma vijent bet goloet gant goad ho zad paour. — En deveziou-ze ive oa dibennet an aotrou Jean-Marie Branellek, kure Kastel-Paol, ha ginidik euz Guikseny. Paket oe e ty intanvez Ar Guen, e Kastel, ha dibennet e Brest d’ar Iaou-Gamblid, seitek a viz ebreul 1791, oajet a seiz vloaz ha tregont. Ar Iaou-Gamblid, oh ! devez kaer evit eur bælek evit antreal er baradoz ! Eur pennadik araok he varo, e savaz eur ganaouen truezus : enni e kaveur santimanchou ar verzerien euz a gommançamant an Iliz.
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/732
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 731 —