Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/736

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 735 —

Finister, Gomaire, Marek, Guezno, Guermeur, Kervelegan, Queinec, Bohan ha Blad a skrive da renerien ar Finister : Trouz braz zo er Gambr (la Convention) ; var dro anter kant euz an deputeet a glask lakaat ar Roue d’ar maro, etc. Renerien ar Finister a respontaz d’ho deputeet : Hon goassa enebourien a zo er Gambr : Marat, Robespierre, Danton, Chabot, Bazire, an daou Merlin hag ho lakipotret a zo tud hag a goll ar Republik. Na dlefent ket beza deputeet, n’int ket mad soken da zougen an hano a Francisien. Kassit anezho kuit, pellait anezho, arabat eo deoc’h chom en ho zouez, ne beva mesk ha mesk ganto.

Guelet a rit, va bugale, eme Ian an dall, en eur vousc’hoarzin, d’ar re he selaoue, ar republikanet en em anavez mad an eil egile. Cetu prœposiou renerien ar Finister, hag a zo guir, ha koulskoude ar re-man o doa karget kastel Brest a brizounerien, beleyen, noblans, paysantet. Hi eo o deuz kasset soudardet da voustra ar barreziou ka-