Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/744

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 743 —

c’halvez ar gomun, sevel da seiz heur euz ar mintin ar c’hillotin santel, evit ma jomo keit a lavarin var blacen al liberte. D’an devez ha d’an heur merket, ar guillotin a oa prest.

Dirag ar c’hillotin oa savet eun dorgen tammou koat evit ober eur Menez (La Montagne) ; ar c’hillotin santel oa evel-ze e fas ar Menez Santel. Ha ne oa ket an dud-ze kriz ha mil gueich sod, sod magn ? Div heur goude, ar municipalite a gasse al lez-varn didruez e japel ar Marine, deuet da veza Temple de la Concorde, ha var ar mogeriou oa skrivet : Justis ar bobl !!

Ar re genta barnet dre al lez-varn goadek-ze, oa an aotrou de Rougemont, officer a vor ha daou zen iaouank flamm, Charles Le Dall de Kereon ha Louis de Montécler, a varvaz e kristenien vad, leun a fizians e Doue. Ho lizirou diveza d’ho c’herent, lizirou a big ar galoun pa ho lenner, a ziskuez ho feiz hag ho relijion.

Ker Brest oa skoet gant spount hag horrol, o klevout an tri maro kriz-ze.