ive eur goal den, Belval, en doa savet ar Société populaire e Brest, mam an oll grimou er ger-ze. O justis euz barnedigez Doue !!
Ann dud fall euz a Vrest oant hardis kenan ; rag douget oa bet e Paris eul lezen evit mirout euz al lezvarn, e kement lerc’h euz ar Frans, da gondaoni mui ; ha koulskoude lesvarn Brest a gondaone atao an dud vad d’ar maro, hag a lakee ho dibenna.
Erfin, d’an 30 thermidor (17 eost 1794), oa difennet da Ragmey kondaoni ken, hag he baperiou oa seziet. Mæz Prieur de la Marne hag he vignonet na zentzent ket, hag en despet da glemmou Brestis, ispicial Olier de Bergevin ha Kastelnau, an dud fall-ze n’int ket bet kastiet. Ne oa nemet pa zigouezaz e Brest an aotrou Palasne de Champeaux, ar 27 ebreul 1795, ma oe gret prizounerien an dud fall-man : Ar Barz, Pasquier, Julian Jullien, Nouvel euz ar Faou ha re all beteg eiz var’nugent. Barnerien kriz amzer an dispac’h en em guzaz, ha na oant ket goalgasset.