Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/760

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 759 —

An dud-ze leun a grizder hag a grimou, oa sod-tre, pa felle dezho lakaat ar vartolodet da zenti ouz ho offiserien, goude ober anezo republikanet fall ha dizentuz.

Evel-ze d’ar miz du 1792, ar vartolodet o doa gret ravolt er bours ar Patriote. Bourc’hizien Brest a zeuaz var ar vatimant da lakaat ar peoc’h da ren, ha ne oa punisset den. D’an 13 even 1793, ravolt adarre var ar Bretagne ha var an Terrible ; lakeet oa Turpin ha Bonhomme, ar re voassa euz ar vartolodet-ze er prizoun e Pontaniou. Ar gaou oa lakeet peurvuia var gein an offiserien,

D’an eiz var’nugent a viz gouere 1793, an dud a vor e Brest, n’ho doa na bleud, na dour, na keuneud, na kig-sal, na fourmaj, na legumach seac’h. Ar republikanet o doa disfizians euz an oll offiserien hag ar vartolodet oant douget d’en em zevel en ho enep. Guelout a red, va mignonet, beza en eur Republik evel-ze, neket eun dra laouen.

Erfin, d’an 22 a viz kerzu 1793, an offiserien oant lakeet er prizon ; an aotro-