Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/762

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 761 —

net Duplessis-Grenedan hag an aotrou Koetnempren oant dibennet e Paris d’an 12 a viz genver 1794. An Amiralet oant torret, ha Villaret-Joyeuse laket en ho lec’h ; rag deuet e oa mignon da Jean-Bon-Saint-André. Heman en doa laket kloza e kastel Brest var dro hanter-kant offiser a vor, kasi evit netra tamallet dezo. Ar re oa lakeet en ho flas oant ken diguiziek euz ho c’harg, ma roent lerc’h da c’hoarzin d’ar vartolodet koz.

Ar Saozon o doa c’hoant da gemer an ed kasset da Vrest, hag a dostaaz beteg ar Mulgul. Ar republikanet a zeuaz gant batimanchou brezel evit ho c’hombatti. Mæz ne oa mui ofisour ebet hag a ouie he vicher, pa zeo guir e oa bet dibennet pe prizouniet ar re oa araok ; evel-ze pevar lestr braz en em zraillaz o klask dont er meaz euz ar rad. Koulskoude, ma ne oant ket mad da gundui listri, e oant ter d’ar gombat.

Pa bignaz ar protestant fall Jean-Bon-Saint-André var lestr braz ar Menez (La Montagne), koll a reaz hag ar viktor ha kalz listri. Mez var an dud fall-ze, leun a