warizi ouz an dud vad, kriz ha teir gueich sod ! ar re-ze koulskoude a zo bet mistri e Frans keit amzer ! Pa zeuaz al listri hanter-bruzunet en dro e porz Brest, aoun oa e ker rag ar gernez ha pell a jomaz er stad truezuz-ze. Cetu lod euz istor ker Brest epad an dispac’h ; istor maleüruz ; peb ker euz a Frans a oe henvel outi. Ha koulskoude n’em euz ket lavaret deoc’h pen da ben ar pez en deuz gouzanvet ker Brest epad ar Revolution ; re hir vije bet al leor.
Ar chouantet a zo tud vad, hi zo guir gristenien,
Savet da zifen hon bro, ha derc’hel hor beleien…
Ar chouantet a zeue euz a bep korn a Vreiz,
Euz a Dreger, euz a Gerne, hag euz a Venet ivez !
(Barzaz-Breiz.)
N’hellan kel lavaret deoc’h ar joa en em skignaz dre ar vro, o klevout oa maro Robespierre. Pegement ac’hanoc’h o deuz klevet ho zud o lavarout : Pignat em bije renket var ar chaffault ma na vije ket bet lakeet Robespierre d’ar maro. Koulskoude, en despet d’ar c’hoant a helle kaout an dud choumet e pen ar republik da ober peoc’h d’ar vro, ar