gnan ; Gambier ha kals a re all, oll divar ar meaz, soudardet ar roue hag ar feiz. Ar re o doa beuzet pe dibennet an drederen euz tud ar rouantelez a ioue forz a enep ar chouantet. An aotrounet a gombatte assamblez gant ar chouantet oa guisket evelto, nemet e tougent var ho chupen eun arouden aour pe arc’hant en dro d’ho gouzoug ; pe aliessoc’h c’hoaz eur mouchouer guen en dro d’ar pen pe stag diouz ar vreac’h. Aveichou e tougent var ho zok eur gokarden ven, ar chapelet pe ar skapulær oa lakeet en dro d’ar gouzoug. Pa felle dezo beza dianavezet, na lakeent merk ebet var ho habit. Ar chouantet a zevas paperiou ar municipalite hag a ziskaraz guezen al liberte er ger a Guemene. Kalan, hanvet Salomon, oe paket gant ar re c’hlaz e kastel Kerdrean, tost d’ar Faouet ; kuzet oa var zu eur stol guele, lazet oe en hent gant ar re hen dalc’he prizouner, er mare ma o doa santet a dostee ar chouantet evit he savetei.
Ar peoc’h oa kinniget d’ar chouantet, ma lezent ho armou, hag anajent ar republik. Gounezet oa an darn-vuia anezo dre gomzou kaer. Charette, Fleuriot,