ac’hanomp. Perak goulen da genta hor fuziliou, leun eo hor parreziou euz ho soudardet ; œz vo deoc’h neuze laza neb a garfoc’h. Galvit da genta ho soudardet davedoc’h, ha neuze ni velo petra da ober. Da genta o peuz kinniget ar peoc’h d’ar chouantet ma dijent trahisset ho ofisourien. Breman a offrit ar pardon d’an oll chouantet ; mez n’euz nemet ar re zo kabluz euz eun drouk bennag o deuz ezom pardon. Ni n’euz gret nemet en em zifen a enep ar re a glaske lammout diganeomp ar vuhez ; ha ni gombatto evit kement-se beteg ar maro. Deg vloaz zo breman ni a oa gouarnet gant eur roue, evel-se a c’houlennomp beza gouarnet c’hoaz. Penaoz sonjeal ober deomp senti euz ar republik, ha neket abalamour dezi eo bet lazet hon tadou, hor mammou, breudeur, c’hoarezet, bugale, ha prizouniet ar re all. C’hui lavar e peuz roet al liberte d’ar vro. Pe seurt liberte eo oc’h hini ? ha c’hui zo liproc’h breman evit ne oac’h deg vloaz zo. Ha muioc’h a binvidigez, ha muioc’h a beoc’h oc’h euz-c’hui breman eget guech all ? ha muioc’h a joa, a gontantamant oc’h euz-c’hui ? Nan,
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/772
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 771 —