vartolodet, skuiz gant ar republik, na joument mui var ho batimanchou. Ret oa sarra an noriou e Brest evit ho derc’hel e ker. An oll dud-ze a heulie Jorch Kadoudal ar chouan braz. Evel-se oa an traou pa zeuaz Lantivy ha Leissegues gant c’huerc’h kant den euz ar Morbihan da gemerout poultr ar republikanet miret er Pont-Beuz e kichen Kastellin. Evit mont dy e renkjont tremen dre ar Faouet, Gourin, Skaer, Keraez ha Kastellin. Ugent leo a rejont ; ben kreiz-de oant e Pont-ar-Veuzen. Kampourcy ha pemzek soudard a vire ar poultr ; kaout a rejont, ouspen ar poultr a glaskent, triouerc’h mil liur arc’hant, ar pez na reaz ket a nec’h dezo. Taol a rejont er steir ar pez na hellent ket dougen gant ho c’hirri ; hag erruet oant en dro er Morbihan, pa glaske c’hoaz ar soudardet euz ar c’herriou tro-var-dro dre pe seurt hent mont var ho lerc’h.
Neuze e oa kemeret eur gorveten republikan a bevarzek kanol, oa e mor Guenet, gant Iann Hermeli, martolod kalounek, ginidik euz Lokmariaker, en doa gantan tregont den iaouank eveltan. Kass a rezont d’ar chouantet ar pez e oa ebars ar gorveten-ze.