Tinteniak ha Boisberthelot a zeuaz neuze er Morbihan da zigass ar c’helou euz a Vro-Zaoz, ha setu petra a erruaz.
26 Even 1795. — D’ar c’huerc’h var-nugent a viz even 1795, an dud exilet euz a Vreiz hag euz a Franç, a zeuaz var listri saoz er mor Karnak, e kichen Kiberon, evit dont da sikour ar chouantet. Eur iouaden a laouenedigez oe klevet var an aod pa zouaraz an dud-ze ; ar merc’het, ar vugale en em daole er mor beteg an daoulin evit kemer kentoc’h aze ar poultr hag ar fuziliou digasset dezo gant ar batimanchou saoz. Eno oa deuet an duchentil vrassa euz a Vreiz hag euz a Franç, kalz a veleyen, etouez ar re-man an aotrou Herce, eskop Dol, vikel apostolik hon Tad Santel ar Pab. C’huezek mil den en em gavaz e Kiberon, prest da gombatti evit ar feiz hag ar roue. Saet oa eun aoter var an aod ; an aotrou’n eskop a offerennaz evit repos ene ar roue iaouank Lois XVII, maro nevez oa. Goude oa kanet an Te Deum en enor d’ar roue Lois XVIII, hag evit trugarekat Doue euz an eur-vad o doa an dud-man da velout eur veich c’hoaz ho bro karet. Pegen braz laouenedigez evito ! nikun anezo n’en dije kredet neuze e oa ker tost evito pred ar maro.