Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/784

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 783 —

silaou a ree nep a gomze gantan, seven ha deread oa evit an oll. Koulskoude prins oa, ha ne oa ket gouzanvuz, na felle ket dezan senti d’ar merc’het a c’hambr karget anezan, na zente nag evit mont da gousket, nag evit an heur da zevel euz he vele, senti a ree kerkent ma vele he vam o tont davetan.

Cetu ar bugel mad ha kaër-meurbet a roaz ar Republik d’ar c’here kriz Simon evit beza merzeriet. Abalamour oa mab d’ar Roue, abalamour ma oa e peb seurt doare eur c’hrouadur dreist ar re all ; abalamour da-ze oe merzeriet. Krouadur ker koant ma vije bet sellet outan gant joa, m’an dije tremenet dre eur ru ; krouadur hag a denne varnezan karantez ha teneredigez, oc’h he velout hebken. Piou e dije sonjet e c’helfe eun bennag kaout kassoni outan ; dirazan a dlie tevel kounar ha krizder, ha n’en dije dleet den kaout evintan nemet karantez.

Ia, abalamour ma oa koant ha mad ar c’hrouadurik seiz vloaz Lois XVII, abalamour oa mab d’ar Roue, a zeuaz Simon ar c’here da veza ar c’hrissa bourreo evintan.

Ahanta ! Kapet bihan, emezan, te zo