deuet mud ? Me a zesko dit kaozeal, kana ar C’harmagnole ha ioual : Vive la République ; hag e jomez mud ! ha Simon a skoe gantan didruez. — C’hui, eme ar bugel, hellit va c’hastiza m’ar fazian ; mœz arabad eo deoc’h skei ganin, rag c’hui a zo kalz krenvoc’h evidon-me. — Me a zo mestr varnout, a responte Simon, loen fall ma zout, Kapet, hag e ran ar pez a garan ha Vive la Liberte hag an Egalite !!
Ar c’hrouadur royal a oa skuiz euz he amzer tremenet e prizon an Templ pa oe roet da verzeria da Simon ; an taoliou, ar boan gorf hag ar boan speret a lammaz digantan he yec’het, ha koll a reaz he oll nerz. Ne deo ket bet dibennet evel he dad, he vam hag he voereb, ne oa ket kasset kuit euz ar vro ; ar republikanet o deuz kavet an tu d’en em zizober anezan. Lavaret a reer e klevaz ar c’hrouadurik innosant, en eur vervel, moueziou œlet ar baradoz, o kana dezan fin he boaniou ker kalet.
Pa glevaz ar republikanet oa diskennet armee ar Francisien divroët e Kiberon, e lakejont er prizon an oll veleyen divar dro, tadou, mammou, priejou ha bugale euz ar re e oa en armee royal.