Ar jeneral Hoche a zeuaz gant eun armee vraz da gombati e Kiberon, ha goude kombajou rust, a c’hounezaz ar viktor. Tinteniak , kasset e kreis ar Morbihan da zestum tud iaouank ar vro evit an armee royal, oe lazet e kastel Koetlogon. Trec’het gant ar re c’hlaz, an armee royal en em gavaz poulzet var an aod etre ar mor euz eun tu, hag ar c’hanoliou euz eun tu all.
Ar re na hellent ket mont beteg al listri saoz oa paket pe lazet. Al listri saoz, en eur denna gant ho c’hanoliou var ar re c’hlaz, a laze ive lod euz an armee royal. Ar bagou na dosteent ket buhan avoalc’h da c’hoant pep hini ; oll e karjent beza eno, oll e klaskent pignat ebarz ; meur a vag a oe kollet, o veza re garget. An dud na hellent ket pignat en em daole var neun, hag a zalc’he mad d’ar bagou ; pelleet vijent a daoliou roenv. An dug a Levis, gouliet, en em stleje var bord an aod ; mœz na oe ket gouest da bignat er bagou ; daou Vreton hen gemeraz en ho divreac’h, hag o ioual var eur vag a oa pell, a leverjont dezo ne c’houlennent plaç nemet evit an den blesset, hag e chomjent da gombatti beteg ar maro.