Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/790

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 789 —

An aotrou Herce hag he vreur he vikel vraz a oa ive er mare-ze tost d’an aod ; eur vag ho gortoze evit ho c’hemer. Ha lezel a raimp-ni, eme an eskop d’he vreur, an dud paour-man heb sikour ho eneou : Ah ! va breur, n’ho dilezomp ket, guelloc’h deomp en em exposi d’ar maro hag ober hon dever a vælek ! Prizouniet oant eun neubeut goude gant beleyen all.

Var dro pevar mil den euz an armee royal oa paket gant an aotrou Sombreuil, den iaouank, oajet var dro a eiz vloaz var nugent, en doa dalc’het gant ar gouraich ar vrassa beteg fin ar gombat, hag en doa kinniget he vuhez evit savetei he gonsortet. Roet oa dezo ar ger na vije lazet den ebet mar ho dije taolet ho armou, ha touet oa an dra-ze dre le. Allas ! ne oa ket pell e oant kasset e kichen Santez-Anna Venet, er ger Alre, evit beza barnet ha fuzillet en despet d’ar sermant roet dezo. Ar merc’het euz a bep kondition e Alre a gemeraz eur sourci karantezuz euz ar brizonerien, ha dalc’het vo atao sonch euz ho madelez hag euz ho zrugarez, hag ive euz ar relijion hag ar galoun vraz euz ar brizonerien.