Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/792

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 791 —

Eskop Dol, gant an aotrounet Larchantel, vikel vraz a Gemper, Kerlouri, chaloni a Landreger, Larjez, person Pleumeur-Bodou, breur an aotrou’n eskop, beleyen all c’hoaz hag an aotrou Sombreuil, oe fuzillet ar re genta var blacen Guenet ; lavaret oa da Sombreuil daoulina : Ne stouan, emezan, nemet dirag Doue, a adoran. Chom a rin em zao dirazoc’h, c’hui ne doc’h nemet tud evel-doun ! An ofisourien c’hlaz o veza refuzet kondaoni ken an dud-ze d’ar maro, hag ar soudardet o veza dinac’het ho fuzilla, e oa ret klask soudardet estranjour evit kuntinui al lazerez. Fuzillet vije bemdez etre hanter-kant ha dek ha tri-ugent. Nikun anezo na fellaz kuzat he oad evit savetei he vuhez. Eun den iaouank flamm a c’houlenne d’he yountr Kergariou, ar martolod braz, ha kuzat a helle tri miz bennag euz he oad evit savetei he vuhez. Nan, eme Kergariou, arabat eo lavarout morse geier. Kergariou a ieaz d’ar maro diarc’hen evit beza henvelloc’h aze euz ar Zalver.

Jesril, den iaouank all, oa prizouniet, kasset oa gant ar re c’hlaz d’al listri saoz evit avertissa e oa aichuet ar gombat