Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/796

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 795 —

c’houezek a viz even 1798, Duviket, Rohu, Jorch Kadoudal, Mercier ha Karfort a zeuaz da glask ho dilivra. Lod anezo o doa kemeret guiskamant ar re c’hlaz, ha goulen a rejont ma vije digoret dezo ar prizoun abalamour e tigassent dy eun émigré, evel-se oa galvet an dud divroet, o doa kuiteet ar Franç evit tec’hout dirag ar maro. Mæz ne oa ket digoret dezo ar prizoun.

D’ar c’houerc’h var’nugent a viz here, Mercier en doa dastumet he dud e koat Lorjes, dont a reaz en dro da Sant-Briek, gant Kerigan, Kourson ha Karfort, hag ar veich-man e oa dilivret ganto tri chant prizouner.

Er bloavez-se 1798, an Directoire, neuze gouarnamant ar Franç, a gassaz e Breiz tud fall euz a Bariz guisket evel chouantet, a rede dre an oll barreziou hag a ree kalz a dorfejou. An dud fall-man a zeue barz an tyez el lec’h ma ouient e oa tud penvidik ; kemerout a reent eun trebez pe eur billik, hag o veza toumet anezo var an tan a lakeont tud an ty da azea varnezo ken o dijent diskuliet pe-