lec’h oa ho zenzor. An torfejou-ze oa tamallet d’ar chouantet hag e oa eun abek evit persekuti goassoc’h ar veleyen hag an dud vad.
C’hoar ha breur kaer Guillemot oe fuzillet e Radenak. An aotrounet d’Amphernet ha Lomenie Brienne oa fuzillet e Kemper. Brienne n’en doa nemet triouec’h bloaz ; rebeichet oe dezan gant ar varnerien da veza kuiteet ar vro da unek vloaz, da veza deuet en dro da drivec’h ! Cetu aze he grim ! Ne oa den neuze e Franç hag en dije ar gouraich da zifen an dud innoçant lakeet d’ar maro, ne oa nemet ar chouantet evit ho venji.
Na joume mui nemeto, rak potret ar Vendee o doa kollet gant ar republik. La Rochejacquelein oa bet lazet er mare ma lavare d’he baysantet : Pa zin araok, deuit ivez ; mar ian var va c’hiz, skoit ganin-me ; ma teuan da veza lazet, venjit ac’hanoun-me. Stofflet ha Charette, daou all euz ar re vella, oe fuzillet. Charette a oe kemeret hag an dra-ze a reaz kement a joa d’ar republikanet, ma