varomp ar beden euz an noz. » An devez varlec’h oa dibennet e Paris ar jeneral hag uneg euz he vignonet ; seiz euz an daouzek breton-ze a oa euz ar Morbihan.
D’ar republikanet a roaz erfin Bonapart ho fegement. An den iaouank-man oa ar c’henta euz ho arme dre he skiant vraz ; koulskoude, disprij a ree ar republikanet. Taol a reaz anezo dre ar prenestr er meaz euz ar zall e oant o terc’hel ho c’huzuliou fall enni. Ar re-ze o doa gret kement a zroug e Franç. N’em lakat a reaz en ho flas, ar pez a reaz kals a laouenedigez d’an dud honest, ker skuiz da gaout eur gouarnamant ker fall hag hini ar republik.
Neuze ar jeneral Bonapart oa kenta consul, da lavaret eo an hini kenta da gommandi ar Franç. Aichui a reaz ar brezeliou euz ar Vendee hag euz ar chouantet, en eur digeri an ilizou hag en eur c’hervel en dro ar veleyen vad.
Oh ! pebez laouenedigez evit an oll gristenien ! Ah ! piou ac’hanoc’h a hello kompren mad aoualc’h laouenedigez hon tud koz pa oe roet konje dezo