Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/814

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 813 —

da bidi Doue ha d’he servicha ! Ret vije deoc’h beza bet evelto, heb iliz da zaoulina ebarz, heb sakramanchou, heb sikour na kuzul ar veleyen vad evit kompren an eurusdet, ar joa a ravisse kalonou an dud fidel, bet ker maleuruz epad an dispac’h braz euz ar Franç, galvet e gallec : Revolution.




C’HUEC’HVET NOZVEZ ha TREGONT
————

Ha piou a gousk dindan ar bez-ze ?
Napoleon a zo dindan-hi astennet ;
Tra vezo ar bed a vezo brudet !

Napoleon oe an hano kemeret gant ar jeneral Bonapart pa oe Emperor e 1804 ; ree a foge a gemeraz en he stad huel, evel m’an dije dizonjet an Doue en doa rentet koulskoude d’ar Francisien dre ar peoc’h d’an Iliz ; ar re-man, bet ken glac’haret abaoue ma oe bet sarret an ilizou, ha gret brezel d’ar relijion en ho bro. Evel-ze Napoleon Bonapart a reaz brezel d’an oll rouanteleziou ; gounit a reaz viktoriou var kement Roue euz an Europa, a reaz mez dezo, ho goalgassaz hag a reaz kement all d’ar Rouanezet