ar Speret-Santel, eme hon Tad Santel Pie VII ; c’hui lazo ac’hanon kentoc’h eget na dilæzin va c’harg. — Mar deo evel-ze, a lavar ar jeneral, me ranko o kass er meaz euz a Rom. Ar Pab a zavaz kerkent euz he gador, binniga a reaz ar ger a Rom, hag en em rentaz prizouner Napoleon. Ha na lamm ket ho kalon en ho kreiz o lenn an dra-man ? Ha ne ket mezuz da soudardet ar Frans lakaat eun dorn sakrilaich var hon Tad Santel, hag hen heb den d’he zifen. Evel ma skrivan Istor ar Vreiz na joman ket pell var an traou a zell hebken euz ar Frans ; me lavaro deoc’h e ber gomzou e zalc’haz Napoleon ar Pab Pie VII e Feunteunbleau evel prizouner. An oll a grene neuze dirag an Emperor ; ar beleg breton e oa bet en em kiniget evit kovessaï Louis XVI, an aotrou Legris-Duval, en doa an hardizegez da staga ouz mogeriou iliz an Itron-Varia, Iliz-Veur Paris, al lizer skrivet e kuz gant hon Tad Santel hag a zouge an exkumunugen a enep an Emperor Napoleon neuze ker galloudek, ken enoret gant an dud, ken brudet dre he viktoriou. Mæz Doue a vele poaniou he vikel var an douar, lizer ar Pab oe ar
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/818
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 817 —