mean bihan a daol en traon oll gallout ar Brinset impi, evel lavar ar Skritur-Sakr ; ha nebeut goude, Napoleon a hellaz niveri he gollou evel m’an doa niveret he c’honidou. En amzer-ze ar memez bælek Legris-Duval a vagaz dre aluzennou an noblans ar c’hardinalet du galvet du abalamour Napoleon en doa miret outo da zougen mui ho guiskamant skarlet-ruz, merk euz ho c’harg. Guisket oant gant eur soudanen-zu evel ar veleyen all, abalamour oant fidel d’hon Tad Santel ar Pab.
Napoleon oa eun den dreist ar re all. An armee en doa eur fisians ar vrasa ennan ; ar soudardet her c’halve ar C’haporal-Bihan. Gant eur præpoz, gant eur zell, ho lakee er meaz anezho, hag e oant henchet gantan da c’houniz var an enemiet. Mæz an orgouill her gollaz ; morse ne gave oa saved huel avoalc’h ; guelet a rit e klaske beza hueloc’h evit ar Pab ; kassaat a ree ar republikanet, tud divergont ha dizent maz int ; na garie ket an dispac’herien nag an dud a zizurz ; an dra-ze zo mad-tre ; mæs ne doa ket aoun d’ober eun torfet mar sonje e oa he interest d’en ober. Hag evel-ze, en despet da guiriou ar boblou etrezo, kass