Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/822

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 821 —

a reaz he soudardet dre guz en eur vro en tu all d’ar Frans, evit kemerout an duc d’Enghien, euz voen ar Bourbonet, hag a reaz laza a daoliou fuzil en noz du, ebarz doufeziou Vincennes, ar Prins paour-se. Ne oa netra da damall d’ar prins nemet ma oa euz a voad Bourbon.

An aotrou Lamartine, en eur werz kaër meurbet a lavar : Hag ar mor a zigasse bemdez dirag he zaoulagat korf maro eun den iaouank ; hag an toënnou venjus, en eur zont hag en eur vont, o skei var aod an enez Santez-Helena, en Afrika (e lec’h ma zeo marvet Napoleon prizouner ar Saozon), an toënnou venjuz a daole en he ziouskouarn hano Bourbon-Konde. Rag peurvuia an torfetour a gred guelet dirazan skeud an hini en euz lazet pe laket laza. Napoleon a zigassaz armee ar Frans beteg ar Russi er bloavez 1812 ; eno a gollaz anezi e kreiz an erc’h hag ar skorn.

Neket en emgan a gollaz, rag gounezet en doa viktor vraz ar Moskowa ; an amzer griz eo a reaz mervel hor soudardet, o klask dont en dro e Frans, na joment mui e renk, ar soudardet a valee tu-ma, tu-hont. Napoleon o tremen atao araog, klask erruout ar c’henta e