Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/98

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

oad, an eskibien hag an dud vraz he c‘halvaz da zont er vro. Sant Samson a reaz ar veaich, ken hir neuze, euz a Vreiz da Baris evit mont d’he glask. Pa oa displeget er vro baniel ar guir roue, a teuaz tud euz a bep tu euz an Armorik evit heulia Judual. Komor, o velout kement a dud gant he nis, a gemeraz spount hag a c’halvaz, d’he du, an Normandet, tud kriz ha laeroun, o doa kasset ho listri beteg an enez Tristan, e kichen Douarnenez. Ar gombat a oa e parrez Ploneour-Menez, kichen ar meneziou, tost d’ar Relek ; padout a reaz tri devez. Sant Samson na heanas da bedi Doue da rei ar viktor da Judual ha d’ar Vreiz var an dud estren.

Hag e guirionez gounit a rezont, ha Judual na laoskaaz gant he yontr nemet lod euz ar Vreiz.

Pa oe anavezet Judual pe Alan kenta evit Roue a uz ar brinset all e Breiz, ar vro a zeuaz krenv hag eüruz ; rag kaout eur mestr hebken da c’houarn a zo mad evit eur vro. Eur rouantelez a dlee beza evel eur famill, eun tyad tud, elec’h ma zent ann oll euz an tad. Eüruz ar vro a gemer he Roue pe he Rener evel eun tad. Doue a ro graçou

6