Uheloc’h eun tamik eged eur greunader evel m’oen bet va-unan, en amzer an tad Bugeaud.
Petra fell d’id ? Mestr war va zanvez d’an oad a ugent vloaz, oun bet eur gwir vab prodig. A-benn tri bloa am oa dispignet kement gwennek am boa, ha ne ouien petra da ober deuz va nerz, pa deuaz sonj d’in am boa, er penn pella euz a Vreiz, eur iontr d’am zad, eur iontr braz d’in, eur breizad koz, ha ne m’oa gwelet morse. Evid ar wech kenta, e teuan er vro an diaoul-man !
Ar iontr koz-se d’eoc’h oa va mestr, a zo maro ? Doue d’e bardono !
(Troc’h a ra eun tam bara hag en em lak da zibri).
Evel a larez ! N’hon deuz bet anaoudegez an eil euz egile nemed dre liziri. Skriva rean d’ezan evit goulen digantan arc’hant hag a responte d’in e dlie va disherita. « Disherita a rin ac’hanoud » a lavare, eur vech an amzer. Epad e vuez, n’en deuz komzet d’in, nemed deuz disherita (en eur droc’ha e gomz en eur wélet Lom, oc’h eva al leaz). Hé ! Mad e za ganez, muioc’h evidon a nerz-kalon e teuz ?