Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


ALAN

Kemen d’eun noter benag lakaat ar c’hoz-ti-ze e gwerz : n’euz forz pe seurt priz. Kasomp an traou goz da netra. Kompren a rez (en eur skoï war e gof) Bédouin koz ?

LOM (en eur zistroï)

Ne garan ket an ardou-ze ! Ar markiz hag a oa ker mad… Sur on n’eo ket kontant mar ma dre aman oc’h ober e binijen.


————


Kevren III
_


ALAN (e-unan)

Sethu me heritour d’an oll danvez ! Nag e vezo chenchet ar maner-kez-se en eur zal aour lugernuz, hag en neubeud amzer c’hoaz ! (ober a ra mouez ar gwerzer). Diredit oll ! Eur maner koz, warnan daou dour briz, lakeat e gwerz evid ugent mil liur ! Pemp mil liur warnugent ! Allo tregont ! Taolit atao ! Muioc’h ! muioc’h c’hoaz ! Ar gaerik-se a zo euz an amzer-greiz ! Talvout a ra he fouez arc’hant ! Pemp mil liur ha tregont ! Brao ! Daou-ugent ! Tri-ugent ! Tri-ugent eur wech ! Tri-ugent diou vech ! Tri-ugent, diou vech hanter ! Teir gwech ! Gwerzet. (Skoï a ra gant an daol, e zorn e giz eur morzol, en eur floura e varo). Tri-ugent mil liur ! Eur