Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

som brao ! Lavaret eo… Paëa a rin friko braz da oll dud ar skoadron. Allo ta… mignoned… Evit… karit… dansomp ar jabadao… Mez da beleac’h ez a va spered ? Ne m’aomp ket eno c’hoaz… Da c’hortoz an amzer eurus-se, klaskomp kousket eun eur pe ziou, hag e teui an noter direbech am euz lakeat goulen. Evit kousket, e karjen lenn eun dra benag… (kemer a ra eul leor war an daol). Barzaz Taldir… Petra eo an dra-ze ? Brezonek ? Ah… nag e ve gwelloc’h ganen eun dra benag evel Les Gaités de l’Escadron (en em lakat a ra da gana) :

Caroline… Caroline, etc.

(En eur zellet ouz al leor). Gwelet a reer enhan, penaoz Douar-Breiz a c’houlen e vugale. Ouspen-ze, ar barz a bretant e teu an den, en despet d’ezan pa zon heur spered an Tadou koz, da veza diffener kalonek ar vroïk, pe vezer troët d’hen ober, pe na vezer ket…

ALAN

Korn butun ! Ne fell ket d’in poulza va griziou aman hag an oll varzed euz ar bed ne virint ket ouzin da redek bro dindan oabl an Afrik, evel ar gwella chaseour aljerian !


————