Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

Tremenet am euz aman tri bloaz el laouenedigez ar vrasa. Hag al laounedigez a dlean d’an aotrou markiz. Ra vezo e ene da Zoue ! Dalc’het en deuz d’ar ger en doa roët d’am zad gant hevelep teneridigez. Deuet e oan da veza e verc’h. Oh ! an nozveziou hir euz ar goanv, tremenet e-kichen an oaled ledan-ze. Me a laboure brodërez, hen a gentelie d’ar vugale euz ar gear ar brezonek karet-se, komzet gant ar Vreiziz, iez hag a ouie ken reiz, hag hen doa evitan kement a garante, ma ne vize klevet morse aman eur gir gallek !

LOM

Ah ia ! hen a oa eur gwir denjentil euz hor bro, ha nan euz al lakizien-ze kouezet dioc’h lost ar c’har, hag o deuz moustret hon tadou !

MONA

Allaz ! an amzer euruz-ze ne zistroio mui ! (en eur chench mouez) Mez gwelet a ran, va Lom paour, eo poent aoza kement tra evid mond kuit.

ALAN

Petra ? mond da beleac’h ?

LOM

Ia, itron markisez, c’hui vezo er