Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

gnon-soudard d’eomp hag a zaveteaz e vue d’ar Markiz, pa oamp treac’het er Mans, eleac’h ne oan ket en e gichen.

ALAN

Ah ia ! ar stourmad spontuz ze ? Va iontr kalonek a iea war eün d’an tan… Ra ’z in gant an diaoul ! En hor gwad eo…

LOM

Ha neuze, pa deuaz Mona da veza emzivadez, ar Markiz hi c’hemeraz en e vaner.

ALAN

Hag e tlie he c’haret, n’eo ket gwir ?

LOM

Me gred sur… Hi adori a rea. Hi a oa evit an ti, evel eur ban-heol o para. Hag evelse eur mintinvez, ar Markiz en deuz hi c’hemered da bried.

ALAN

Evit lezel ganthi e zanvez… Sethu ar pez a zonjen… Mez neuze, abalamour da betra on-me hiritour gant karg da rei d’an intanvez iaouank-ze pevar mil lur leve, epad he beo ?