Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
komzfe d’in ! Va disherita rafe… Mez kontant o ven da weled ar iontr mad-se, rag na m’euz morse e welet. Gortoz ac’hanon… Distrei a ran (monet a ra er meaz, a zeou).
————
Kevren IX
_
LOM (e-unan da genta, ha goude MONA)
LOM
N’en deuz morse e welet hag eo hiritour… Sethu eun dra drol goulskoude (o welet Mona o tond dre an traon) Oh ! deuit buan, itron markisez, eur c’helou mad am euz da lavaret deoc’h.
MONA
D’in me !
LOM
Ar poltred-ze euz an aotrou markiz, ho poa kement a c’hoant da gaout ! Hep klask tro ha didro, am euz goulennet digant an aotrou kont ha c’hoantaat a rea e werza ?
MONA
A zonjez-te ?