Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
LOM
Kerkent eo eat en eur gounnar !
MONA
Ah ! te wel !
LOM
Ra vezin d’an diaoul ! emezan. Evid piou e kemerer ac’hanon ! evid eur grier arc’hant ? evid evid eur raz gouez ! Ar poltred-se a ginigan a greiz kalon d’an itron markisez !
MONA
Ah ! lavaret en deuz an dra-ze ?
LOM
Braô eo evitan, n’eo ket ’ta !
MONA
Brao awalc’h !
LOM
N’eo ket gwall drouk an den-ze ! Mez ter eo, itron markisez, hag eun tam rog gant an dud izel, evel ma’z eo ar Fransizien a renk uhel…