Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


LOM (o lakaat e lunedou war e fri)

Mez sethu ama an testamant…

ALAN

Pe seurt testamant ?

LOM

An testamant, a lavaran d’eoc’h, an testamant n’oa ket gallet ma mestr sina, abalamour ma oa seizet gant ar paralizi (tenna ra e lunedou).

MONA

An testamant ?

ALAN

Impossubl eo !

MONA (en eur e gemeret hag o lenn)

« Me, Alan-Herve-Tugdual ar Waster, markiz a Landelo, bet letanant a vag-brezel, kommandant ar mobiled euz Kerne, iac’h a gorf hag a spered, a ziskleria :

Distruj a ran dre ar skrid-ma, an testamant a zo etre daouarn an aotrou Lagadek, noter e Lanrien, dre behini ec’h instituen va niz Alan ar Waster, kont a Landelo, deuz an eil skour euz va zad, hag em goude,