Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —
Great em c’hastel a Landelo, parrez Lanrien, an eil a viz Even mil naô c’hant ha tri. »
Hag eo sinet.
LOM (lawen)
Hag ez eo Doue possubl ?
ALAN
Petra lavarit aze ? Sinet ?
MONA
Mez, n’eo ket possubl pegwir am oa e daolet en tan…
LOM
Mez me ’m euz e dennet euz an tan me… Hag eo sinet. Beniget e vezo an oll Sent a Vreiz hag an aotrou Sant-Weltaz, ar c’henta anezo…
MONA
Erfin na gomprenan netra !
LOM
Me zo ’vond da isplika kement-se d’eoc’h
ALAN
Ia ! ia ! isplik ’ta neuze !