Ia… me oar… Mez, hast am boa da welet va ferc’heniach, va heredigez, rag evid doare, oun e gwirionez an herr. P’am euz digemeret lizer an ali, oan en Afrik, hag em euz ranket goulen eur c’honje ! (en eur zellet eur wech-all en dro d’ezhan). N’eo mad nemed evid beza diskaret, ar c’hoz kerik-ze !
Eur c’hoz-ti ar maner-ze ? Ho !
Petra ho ? Ha kredi a rez e c’hell beza lakeat en gwerz ?
En gwerz ! Maner koz Landelo ! N’eo ket possubl ! D’an hini a baëo ar muia ? Na kement-se a ve eur gwall-darvoud ? Oh mil diaoul ! Daonet vo kroc’hen va ene ! (Lakaat a ra eur brizen hag a ra kalz trouz o strefial). Goude tout, en ho kalloud eman ober ar pez a geroc’h euz ho maner !
Hè ! Tankerru ! Ta ! E werza a c’hellan. Den na gredfe sonjal ar c’hontrol !
N’eo ket henvel ouz an aotrou markiz eat d’an Anaon ! (Doue d’o fardonno !) sethu aze unan hag a oa eun den mad !