Pajenn:Ar Born - Sorhienneu ha Farseu koh er Hornad, 1925.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


Pe oé doh taul sur, get pred, en dén-men e lar a voéh ihuél : « Laret e zou d’ein laret de Souri é ma marù é Douri. » — Oué-é-é-éh. » En ol e gleu ur gri iein ha hirisus hag e huél un dra du é achap a zan en daul él ur luhéden. Er peurkeh korrigan hanùét Souri e oé inou é cherrein en tammeu bara e goéhé get ré en éred.

Meit penaus e oé bet dastumet er vein bras hont ar lein ar manné-sé ? Chetu er péh e fal d’ein laret d’oh.

Tostik tra d’er mein hir-sé hag e chom bremen é unan — brahad mein en diaul — e oé guéharal (pégours ? han̄ni ne houi) ur manér kaér ha kavet a vé hoah hiniù (kement-men e zou guir), en ur duriellat én doar, restajeu magoéraj. En Eutru en doé lakeit en é chonj gobér ur vur trodistro d’é zoar meit, deustoh dehon bout pinùik mat, n’em gavé ket anzaú é unan donet de ben ag ur labour ken bras. Ean hras marhad doh en diaul.

Er marhad ne oé ket hir. Un difeurasion hemb kin. Er vur e vuhé bet groeit en un noz, ha mar behé bet prest érauk en dehé kannet er hog, en Eutru é oé d’en diaul. En eskem, e labour en dehé kollet mar dehé kannet er hog érauk achiù.

« Sur on de hounid, e chonjé en Eutru, gobér ur vur ken hir é ken bér amzer ? Ret e vehé bout goah hoah eit en diaul deustoh debon bout lon erhoalh. »

Allas! fariein mat e hré. Chetu arriù inou diauled forh pegement, ré vihan ha ré vras él berpet ha bradeu mein é vonet geté a gement-tu e zou. Prest é er vur d’achiù hag er hog ne gan ket. En Eutru en hum dourmanté : « d’en ihuern è on sur monet tuchant, aben. »

Er vatéh e hoarhé doh er guélet ken chifet.

« Er hog ne gan ket ? émé hi, és erhoalh é er lakat d’hober, nen des chet meít soubein è lost en ur saillad deur fresk hag é kannou dohtu. »

Kentéh sur, él men dé soubet én deur, er hog e gan : « Kan-kelan-kelan. Nen d’ein ket-mé d’en Oriant. » Rah en diauled e arrest get ou brahadeu mein hag é ia kuit fonapl, kollet dehé ou labour. Er vein-sé chomet ar ou lerh è vezé guélet, ken start él mé krogent, léh ou deuzorn, ou divréh ha betag ou bouton kranpoech.

Oliér en tad segal.