Pajenn:Ar Born - Sorhienneu ha Farseu koh er Hornad, 1925.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


« Mes, e lar unan ag er merhed iouank ag er vanden, nen des ket meit un dra d’hobér : ou jiboésat. »

« Ou jiboésat ! plah peur, e reskondan dehi, na penaus ? Kement-sé e zou labour er hah. »

«  Mes geou, é lar un al, és erhoalh é. Er lon̄ned-sé e vé é falé d’en noz é klah ou bouid. Ama ! ré e ia d’er sulér, ha goudé bout digoret er fenestr, e fourbouch é kement léh e zou eit ou lakat de saill. Unan e chom dianvéz, édan er fenestr, get un dra don benak él ur golo bara, eit ma chomeint abarh ur huéh koéhet, ha beet sur é veint distrujet rah ag er hetan taul. »

« Dam ! e lar Guillerm, me iei mé erhoalh, mar faut, get er golo bara. »

Hag er réral de reskond bean : Ha ni merhed, damb d’er sulér ! »

Chetu ind enta ér sulér get chubelenneu, bihiér, bareu benal…, ha de chubat, ha de fourbouchat ag ur pen d’er pen aral ; é kement léh e zou.

Guillerm e zou ér porh, édan er fenestr digor kaer, er golo bara ar é ben, prest de blomein ol er rahed e goéhou d’en dias.

Én un taul, diù blah hag e oé geté peb unan ur seillad deur, ou bann ar un dro, ar ou nerh, ar ben er héh Guillerm.

Treboulet, blaoahet ken e chonjé sur mat bout arriù é kreiz lén en Dordu, ean daul inou é holo bara : Peuh ! peuh ! peuh !… » ha kuit, hag arauk, fachet ru…

Diméet é Guillerm pelzou amzér, ha bras é vugalé, ha nen des ket hoah pardonet d’ein devout hoariet dehon en dro kam-sé.

M’hou ped enta, me zud vat, ma ne fal ket d’oh kavet fachemant ne laket ket biken er bautred iouank de dap rahed. Nen des ket nitra falloh.

Mari en Néerez.




12. — ANDOUILLEN KROEZ-EN-NASION


ISTOÉR GUIR


Kleùet e hues konz a Groéz-en-Nasion. Er groéz-sé en hum gav ar en hent bras, tro-ha-tro de hantér hent étré er Gémené hag er Faoed, étal en tén-kroéz groeit get hént bras Sant-Karadeg de Verné, én ur drézein hanan.