Pajenn:Ar Born - Sorhienneu ha Farseu koh er Hornad, 1925.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


« Nen de ket séhet mat. Ré dru é ma chomet, e lar Piéro, meit ba ! trohamb berpet. » Ha get é goutel é ansé hé zrohein. « Nen dé ket poeh, emé ean. Nen da ket er goutel abarh. Sort-men e zou guénv. »

« Foèn e zou abarh, e lar Jozon, pé hiaut. Kaoh kezeg ! Er stronk ! »

« Ia, ha blazein e hra », e lar Piéro. « Ah ! Foei ! » e hrant ind ar un dro.

Kouion kaer get er véh, chetu en tri labous kuit hemb laret gir de zén, ha neoah, en déieu arlerh ér Gémené, en ol e houié fars pautred en andouillen vrein.

Ostizéz Kroéz-en-Nasion, ne vanké ket arlerh a laret liés d’en dri laér, get ur min-hoarh goapour :

Na me andouillen ? Konzet pautred vras !
Mat e oé er lip ? Huek e oé er vlaz ?

« Pas pikol, komér… — Guel arzé, Baltas.





13. — EN DEU ZÉN BOS


É kement bro e zou é vé konzet ag er horrigan̄ned, ha kement-sé e hra de lod kaer kredein penaus en dud-sé en des biùet ér vro-men en un amzér benak.

Er horrigan̄ned, e larér, e oé tudigeu bihan ha distér hag e viùé forh koh, pen dé guir haneh, hag e vé konzet anehou én istoér, en doé kant vlé hag e oé hoah biù é vam.

Ou chér e vezé koh a viskoah. Rous a fas él un toseg ; deulagad bihan ha luem ; blèu du frizet ; ou hanal e vlazé. Get en drazé, tud diloui ha liant él gadon. Gusket e vezent get gloan, krohen deved er liésan. Ne saúent na ti na loj ; ou lojeris e vezé é touleu, édan er meineu roh, pé en ur grouizen benak. Ne labourent ket muioh ; ind e viùé él ma hellent, er liésan get laéronsi ha skrapereh, chetu perak é vezé groeit dehé ur brezél kri, rust ha dalhabl. Chetu perak eué é mant bet dismantet rah, ben er fin. Lahet e vezent pe vezé gellet, hemb mank ha hemb pardon. « Korrigan a valloh », e larër hoah hiniù en dé, get hir chonj.

Er muian e vé konzet, ag er horriganned-sé, e zou get ou festeu noz hag en troieu kam e hoarient d’er geh tud e zigoéhé é kreiz er festeu-sé. Krollein geté e vezéret d’en ol, liés betag en dé. Guéhavé neoah, ind e zifeuré un andel tra benak él leskel hou potéz de goéhel en un tachad (en dans e vezé ardro)