Pajenn:Ar Born - Sorhienneu ha Farseu koh er Hornad, 1925.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

nen dehé tallet é vléad labour. Ré a safar hi dehé groeit, sur mat. Chikein e oé er guellan.

Neoah, arriú ér gér, er peurheh Kolaz ne hré meit huan̄nadein. Fanchon (en hanù-sé en doé é bried) doh er guélet ker chifet e houlen ben er fin : « Petra e zou kauz ta, kolaz, mé oh ker glaharet sé hinoah »

« A ! moéz peur ; e reskond ean, erhoalh em es groeit. M’em es lahet unan ; mes n’er laret ket de zén abalamor. »

« Hui hues lahet unan ? » e hra Fanchon, skontet. Oeit oh devout fol alkent. Er laret, sur mat, n’er groein ket. Nen dé ket un dra eit bout laret ketan rah, mes penaus e hues hui groeit un torfet ker bras ? » En dé arlerh mitin, kentéh él mé has er halvé d’é zeveh, Fanchon e ias de gavet hé homér tostan : « Komér beur, e lar hi, m’em es mé tourmant alkent, alkent, alkent… »

« A gauz de berak ta, Fanchon ?

« N’hellan ket er laret, komér, dihuennet e zou dohein. »

« Arsa ! ta amiodel, hui m’hanaù erhoalh eit bout ur voéz kloz a vég ; kement-sé e zou d’ein, hag er péh e larehet nen dei ket pélloh eit émen e omb amen. Beet sur. »

Ha Fanchon de získlérien dohtu : « Men dén en des lahet unan en nihour. N’er laret ket de han̄ni erbet ahoel. D’er prizon é iehé. »

« Nann, nann ! ne hues ket dobér de gavet eun », e lar er voéz aral.

Nen doé ket bet amzér Fanchon de droein mat é hein, ben é oe er gomer Suzann ar hént en auglen.

En ol e houi reih mat penaus é ma étal en auglen é kerh er guellan en doéréieu. É ma inou é vé dispaket splann en treu fal ha mat. Ar un dro kannein er brageu é vé golhet er goaz. Ar un dro guennein en dantér é vé duet er vam hag er verh de héli. Nen dé ket lakeit hoah én deur en deu dorchour hi des kaset geti, él digaré, ben é komans Suzann labourat en tead-sé ha ne chom ket kalz de boéz get er merhed.

« Ne hues ket kleùet en doéré trist ha diskonfort-sé e zou paset en nihour, hanni ahanoh, merhed ? »

Chetu, en un taul, arrestet er gannereh. Ol é ma saùet ou fen geté prest de cheleùet pe sort doéré.

« Nann ! » e reskondan ind ar un dro. « Petra e zou arriù hoah, ta ? »

« Petra ! un dra ha nen dé ket krédabl. Un torfet. Mes n’er larein ket rak dihuennet mat e zou dohein ag er gobér. »